Preder

Geriadur ar vezekniezh

segmentsegment1 hanrann b. 2 hoskad g.

1 Parzh ul luniad korfadurel hiniennaet hervez dezverkoù 'zo. Graet e vez ivez gant an termenoù parzh, rann, lodenn, tammad, pa na vez amjestregezh ebet, ar rakger han- o verkañ an hiniennaat, en ur yezh resisoc'h. Da skouer : parzh kromozom ha hanrann gromozom, rann ezel ha hanrann ezel, ur rann eus ar vouzellenn voan ha un hanrann eus ar vouzellenn voan. 2 Parzh un organ gavaelet etre daou glom pe div strishaenn, lies hini lerc'h-ouzh-lerc'h. Da skouer : hoskad krenn kavenn ar c'harloc'henn, pe c'hoazh hoskad Ranvier, parzh eus an nervwienn mielinek gavaelet etre div strishaenn Ranvier.

Kent War-lerc'h