Furmadur koc'hion o ouelezenniñ diwar dierc'hadur rannigoù en arlug pe war zileizh en ul liñvenn. Graet e vo gant an deveradoù boas diwar ar pennanorioù : gouzed, gouzedad, gouzedadur ; goueledad, goueledadur ; gouelezenn, gouelezennad. — gouzed iñ an hemati, gouelediñ an hemati, gouzediñ ruzkelligel (Gl. s. des hématies, s. globulaire ou sanguine, Sz. erythrocyte sedimentation) : gouzedadur ar c'helligoù ruz e-barzh ar plasma, pa vez lezet ar gwad digaouledusaet er paouez en ur gorzenn. An tizh gouzediñ ruzkelligel (TGR, Gl. VSG, vitesse de sédimentation globulaire) a argemm en amveziadoù bonan ha kleñvedel diseurt ha savelet e vez diwar-bouez meur a hentenn (Cutler, Westergren, Wintrobe, h.a.).