Preder

Geriadur ar vezekniezh

sécrétionsecretionborc'hañ

Arc'hwel bonan ur gellig, ur gwiad pe un organ, anezhañ danzen un danvezenn, degorzhet er-maez pe dinaouet er gwad. An kez danvezenn a vez graet borc'had anezhi, hag arveret e vez an deveradoù boas e brezhoneg — borc'hadenn , borc'hadur, borc'hadurezh, borc'herezh, borc'hidigezh hag ivez anvorc'h, hevorc'h, envorc'h, ezvorc'h, isvorc'h, usvorc'h, h.a. —, hervez a venner eztaoliñ. — An ezvorc'hañ (Gl. sécrétion externe, Sz.  external secretion) zo ur mod borc'hañ ma 'z eo ar borc'had dinaouet war-eeun er-maez eus ar c'horf pe en ur gavenn gehent gant an diavaez, da skouer borc'hañ ar vronn, ar gwagrennoù c'hwezparañ, ar gwagrennoù halviñ. — An enborc'hañ (Gl. sécrétion interne, Sz. internal secretion) zo ur mod borc'hañ ma 'z eo ar borc'had dinaouet er gwad pe el limf, da skouer borc'hañ ar gwagrennoù us-lounezh, ar c'hougorfenn.

Kent War-lerc'h