Preder

Geriadur ar vezekniezh

scotomisationscotomizationskotomiñ

Dre leterc'had ez anver s. — pe glaseloc'h Br. ankoun hanbarus (Gl. amnésie élective) — ar c'holl eus eñvor un darvoud, ur prantad buhez poanius, dre berzh ur wikefre diemouez a natur gant an arvoustrañ. Abaoe pell e reomp ivez gant Br. ezkounañ er ster-se. Etre ezkounañ hag ankoun hanbarus emañ an hevelep kevatalded hag etre Gl. scotomiser hag amnésie élective. En hevelep sterva emañ ivez hepkounaat, nad eo ket “ankouaat”, met “kounaat en ur skarat kounaennoù 'zo”, disheñvel diouzh ezkounañ a zo un ankouaat evitañ da vezañ hanbarek.

Kent War-lerc'h