Preder

Geriadur ar vezekniezh

scotomescotomaskotom g.

Loezenn difiñv er gwelvaez, lec'hiet gwech er c'hreiz, gwech en trobarzh, ledan pe ledanoc'h, devoudet gant bezañs poentoù digizidik war al luc'hsae. Ar s. nac'hek a glot gant un tachad luc'hsae ma 'z eo steuziet ar gweled, hep bezañ merzhet gant ar c'hlañvour, hogen dinoet diwar-bouez imbourc'h ar gwelvaez. Ar s. yaek, pe dangorek (Axenfeld) zo “gwelet” gant ar gouzrec'h evel un tachad dispis pe evel ur vrizhenn du pe livek, resis an trolinennoù anezhi ar peurliesañ, o c'henniñ un darn eus ar gwelvaez.

Kent War-lerc'h