Argaledad ur gwiad, ar c'hroc'hen ent dibarek.
sklerem an oadourion Gl sclérème des adultes Sz. scleredema : argaledad strewek ar c'hroc'hen gant koll loc'hadegezh war ar parzhioù don, o kregiñ gant an dremm hag o c'hounit tamm ha tamm ar gouzoug hag ar brusk, en ervez da zedreiñ war-du ar pare pe war-du ur skleroz isteñvus hollekaet.
sklerem an nevezc'hanidi Gl. sclérème des nouveau-nés Sz. scleredema neonatorum : sklerem o teraouiñ boas etre 2 ha 10 devezh goude ar c'hanedigezh, kevredet gant anadennoù atrepsiezh hag oc'h echuiñ alies gant ar marv en un nebeut devezhioù.