Lipoidoz an nerveg kreiz, hêrezhel ha treuzkaset er mod aotozomek enkilek, diwar ezvezañs un enzim, an arilsulfataz A. Taolenn un empennaoued goulemm argreskus o tedreiñ etrezek ar marv war-dro an oad a 4 bloaz, a-zalc'h gant un hogennadur sulfatidoù en nervreizhiad. Anv zo eus ur gwennvideñv.