Spesad arvevaded unrev eus urzhad an Trematod, 12 mm hed, a drebarzh korf an den dre ar c'hroc'hen e-kerz ur gouronkadenn, o vont da spegañ a-ziuz en organoù kleuz, er c'hwezhigell pergen. Evit aozerion all e ve euvret ar S. en o stad larvel gant an dourioù evañ. Ar vioù, dezho ur beg lemm, a zevoud anafoù grevus en organoù, ma vezont kaset gant red ar gwad (bilarzioz ar c'hwezhigell).