Preder

Geriadur ar vezekniezh

scarlatinescarlet feverskarlegenn b.

Pore dispuilhat, tredizhus ha darreuziat, diwar strepokok gwadloezus a 'r stroll A, Streptococcus pyogenes. Kregiñ a ra gant kridiennoù, terzhienn, droug gouzoug gant gorank, un enantem genaouel ha gargadennel ; goude e tinod un eksantem hollek skarlek, ha, war-lerc'h, ur gourc'hennadur feilhennek. An dedro a bad etre div ha teir sizhun en degouezhioù azoù, ar vugale o vezañ tizhet peurgetket. Ar rouestlad ar paotañ a vez al lounezhfo. An erdebad zo bet treuzfurmet gant ar bevastalgurañ, ar penikilin dreist holl.

Kent War-lerc'h