Anaf askornarzel (askornarzad nervel) lec'hiet er bulzuneg. Arsellet e vez a-wechoù e-kerz an diabet c'hwek. Anadiñ a ra gant ar gouziviad un dirazekadur a 'r bulzuneg, gant kleuzennoù o tiwanañ. Ar c'hleñved a c'hell dedreiñ trema dinod torroù ha difloskadur an adeiladezh askornel. Emañ an anafoù en ervez da emastenn d'an arzoù ha d'an eskern nes. En degouezh-se ez eus gant ar gouziviad un troad dezhañ neuz un diñs, heñvel ouzh un troad tabezel (kleñved an troad o tarvezout e-kerz an tabez).