Teskad an azonoù diwar tanailh pe amwask an dalmerenn endan-drebez pe gwriziennoù izelañ plezhad ar vrec'h gant ur gostenn c'houzoug pe gant ar strizhenn etre ar gostenn gentañ hag ar gigenn skeuliek araok reut ent ezreol, anezho kaouadoù grezvarrek lec'hiet en dorn hag en arvrec'h, o c'hoarvezout e-pad an noz dreist holl, pe wazhiedloc'hadel (azoniad Raynaud), pe laurus (kammeraez ar bleñchoù). Darvezout a ra an erzerc'hadoù nervel ha gwazhiedel-se e lakadurioù 'zo ar skoaz, o lakaat war stegn gwazhied ha gwriziennoù plezhad ar vrec'h war vos ar c'hostoù (Gl. chevalet costal Sz. costal hump).