Hanren gwareziñ an angougoneion vuiek azasaet ouzh plegennoù eizik bevennet en amzer pe ouzh degouezh an hiniennoù gwanaet o galloudezhioù bredel, nad int ket neoazh dic'houest da verañ o aferioù. Mirout a ra ar gouzrec'h embreg e wirioù ; c'hoarvezout a ra ar gwarezerezh eus keinadoù lusket a-zianouez evit lakaat daskemmañ pe vannelaat aktaoù en defe sinet ar gouzrec'h enep e lazioù.