Kleñved reizhiad henek o naouiñ ent gwiadoniel dre c'hranulomoù epitelvanek ha keurgelligel, kuit a varvennañ. Savelañ a ra al lec'hiadurioù kevarall (skevent, gwerblennoù, kroc'hen, lagad, arzoù, eskern, h.a.) ar furmoù klinikel daskenek anavezet. Bez' ez eus ur riskl a wadusvec'h kalkiom en arbenn eus borc'hadur vitamin D gant ar granulomoù. Azoù e vez an dedro ar peurliesañ dre ar c'hortikoidoù.