Kenster da lupuzvanoù kuñv strewek Gl. lupoïdes bénignes disséminées. Anaez o naouiñ dre un dispuilhad nozelennoù hanterbellennek ruzvouk pe azgell, o ment etre hini ur c'hreunenn vell hag ur bizenn vras (lupuzvanoù milier strewek Darier, lupuz milier) pe brasoc'h (kraoñenn gelvez pe plakad : sarkoid kroc'hen, lupuzvan torosennek pe e plakad Boeck), dinodet en derm, sezet war an dremm, war an divskoaz ha tal astennidigezh an izili. Hir eo dedro an anaez-se (eus 5 da 10 vloaz) ha kuñv eo. Anavezet fall eo an natur anezhañ.