Preder

Geriadur ar vezekniezh

santé : professions de ∼ ◊ ◊ micherioù l. (b.) yec'hedel

Hervez Dezveg foran ar Yec'hed ez eo rannet ar micherioù yec'hedel e tri rumm :

  • Ar micherioù mezegel : mezeion, dentourion hag amiegeion (mell. L4111-1 da L4163-10).

  • Micherioù al liaerezh, ar fizik mezegel : liaerion, darbariaded liaerezh, darbariaded liaerezh ospitalel, fizikourion vezegel (mell. 4211-1 da 4252-3).

  • Micherioù an eilerion vezegel (klañvdiourion, leuñvourion, troadourion, bregurourion ha bredloc'hadourion, mouezh- ha selleeunerion, embregataerion tredanskinouriezh vezegel ha kalvezourion arnodvaoù mezegel, klevosodourion, optikourion-lunedourion, dentosodourion hag amsteudellerion, bouedourion), adklañvdiourion, eilerion vabsavouriezh hag ambulañsourion (mell. 4311-1 da 4394-3).

Gant micherioù 'zo ez eus un dezvad reolennet dre un deved embreger o tespizañ ur roll gwezhioù mezegel aotreet d'ar vichereion angorzhet. A du 'rall, seizh micher zo dindan reolerezh pep a urzh (mezeion, liaerion, amieion, dentourion, klañvdiourion, leuñvourion, troadourion). An urzhioù-se zo aozadurioù korfuniadel dezho ur roll derc'houezañ ar vicher, hag ivez ur gefridi a wazerezh foran dre berzhiañ e reolennadur ar pleustr ha dre sammañ roll ur varnadurezh kenurzhel evit an izili, a zo ret dezho bezañ evit gallout embreger o micher.

Kent War-lerc'h