Karzhañ kuradel ur c'hementad gwad bennak dre enbenañ ur wazhiedenn c'horre. Kemm a lakaer etre ar gwadañ hollek, pa vez eztennet gwad eus ur wazhienn (gwazhiennenbenañ) pe eus un dalmerenn (talmerennenbenañ) hag ar gwadañ lec'hiek, pa vez lamet gwad eus korrwazhied (mandozioù gant araskadoù, gelaoued). Gwadad a vez graet eus ar gwad eztennet.