Prouad amkanet da zewerzhañ tizh amred ar gwad. Muzuliañ a reer ar pad etre ensinkladur engwazhiennel 3 - 5 mL eus un dourzileizhenn sakarinat natriom da 33 % hag ar mare ma verzh ar gouzrec'h ur vlazenn sukret ; ent reol emañ er gavael 10 – 16 eilenn ; hiraet eo e degouezh falladur kalon ; berraet eo er skortedoù kalon uhelgas (Amwad, fic'h talmerenn-gwazhienn, skoedusvorc'h) hag er c'halonnaouedoù ganedigel gant ur skoev dehou-kleiz. An dehidrokolat natriom a c'hell bezañ arveret e-lec'h ar sakarinat ; merzhout a ra neuze ar gouzrec'h ur vlazenn c'hwerv. Ar prouadoù-se zo aet dispredet.