Korvez kalon ezreol ha dibaot, dibad ar peurliesañ, naouus war ar c'halonvarrwezad dre leielaat ar gwagennoù kentezel P e D 2 , D 3 hag aVF ha dre bad reol an tredanren kentez-kofig. Devoudet e ve dre zilec'hiadur ar greizenn delankañ lammoù ar galon etrezek difourk gwazhienn vras ar galon. Bez' ez eo ur seurtad korvez klomel pe kevreel.