Preder

Geriadur ar vezekniezh

rubéolerubellaruzig g.

Pore dispuilhat, tredizhus ha darreuziat, diwar ur viruz eus ar genad Rubivirus, eus kerentiad an Togaviridae, naouus dre un dispuilhad liesneuz, damheñvel war un dro ouzh hini ar ruzell ha hini ar skarlegenn, ha dre c'hwarrennoù liesel. Ar gounervezh a bad etre 14 ha 21 devezh. Pa zarvez ar c'hleñved gant ur vaouez dougerez hep hangae e c'hell devoudañ kammneuziadoù ganedigel (lagadel pergen) gant ar grouell. Bez' ez eus ur vaksinadur ergurañ. Debarañ a ra ar c'hleñved un hangae trebadek.

Kent War-lerc'h