Anaez dibaot kaer, treuzkaset hervez ar mod aotozomek enkilek, nes da gleñved Dubin-Johnson, naouus dre un ikter amzoues, liesneuz, a zedro henek, hep daralladur a 'r stad hollek. Nebeut uhel eo bec'h ar bilirubin, a rizh kemmesk (eeun pe ameeun) ; a-wechoù ez anad ur gwadloezañ amgreñv hag e vez, en troazh, livegennoù ha, gwezh a vez, halioù bestlel. Kuit a steviadur eo ar forzhioù bestl ; n'eus tizhad ebet eus an arc'hwelioù avuel na livegadur ebet eus an avu. Devoudet eo an naoued-se gant ur midegorzh eus ar bilirubin keveilet diwar ezvezañs un enzim avuel (transferaz).