Prouad amkanet da lakaat war wel ur strafuilh a 'r c'hempouez (anaf ar milendall). Ur gouzrec'h, en e goazez serr e zaoulagad ha sonn e benn war ur gador arbennik, a anad gantañ ent reol, goude bezañ c'hwelet buan warnañ e unan un dek gwech bennak, ur gwariadur eus ahel ar c'horf hag un nistagmuz padek durc'haet diouzh tu ar c'hwelañ. Ezvezant eo an damoug-se pa vez distrujet ar milendall.