Kalvezder o kevaraezañ lakaat war wel paradur antikorfoù e par ar c'helligoù ouzh o borc'hañ (kelligoù limfoidel : immunokit). An kez kelligoù o vezañ lakaet e diraez an antigen, zo hangaeet outo ar gouzrec'h, en dazglud. Pa vez luniek an antigen (kelligoù ruz, da skouer) ez emstal e kurunenn en dro d'ar c'helligoù borc'her antikorfoù. Al lunioù-se e rodigoù zo spesadek eus an antikorf studiet : ne anadont nemet e diraez an antigen keñverek. — Gant an den, daou zoare eus kalvezder ar rodigoù a gevaraez diforc'hañ an daou seurt limfokit : 1° hini ar rodigoù emdarzh a ro tu da hennadiñ al limfokit T o tazgludañ en dro dezho, hep hangaeadur a-rakwez, ar c'helligoù ruz deñved ; pa vez herrek tre an dazgwered e vez graet anezhañ rodig E oberiat ; 2° kalvezder ar rodigoù hangaeel a zezverk a-ziuz al limfokit B a c'hronn en dro dezho ur gurunenn a gelligoù ruz allevek goloet gant antikorfoù antieritrokit ha gant klokaenn : evit gwir, al limfokit B zo warno ur buzer en araez da lenañ kedrann C3 ar glokaenn.