Preder

Geriadur ar vezekniezh

Romano-Ward : syndrome de ∼Romano-Ward syndromeazoniad g. Romano-Ward

Anaez hêrezhel dibaot, treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, naouus dreist holl, er c'halonvarrwezad, dre uspad an esaou QT, kevredet a-wechoù gant ezreolderioù ar gwagennoù T, gant ur c'halonistead, ur migorvez kentezel, ur broudalf amdeat pe un ispad eus an esaou PR. Erzerc'hañ a ra ent klinikel dre ezwalioù arreat, devoudet gant migorvezioù kofigel (dreistsistolioù, barradoù krehadoù pe gweadennoù pikoù). Echuiñ a ra alies dre ar marv trumm. N'eus, en anaez-se, bouzarded ebet evel en azoniad Jervell ha Lange-Nielsen.

Kent War-lerc'h