Askoù sezet war ribloù diabarzh ar c'hostoù, hewel war skinlunioù ar glañvourion tizhet gant isvoll ganedigel strizh an aortenn. Devoudet int gant graspadur an askorn gant an talmerennoù etre-kostoù usvollek a savel un amred kengostezel etre ar rannoù en argrec'h pe en ardraoñ isvoll an aortenn (sl. coarctation).