Tebegezh c'hoarvezadur un darvoud divastus. — riskl dizave (Gl. risque absolu, Sz. absolute risk). Tebegezh c'hoarvezadur un darvoud (da sk. : kurunerel) hep daveiñ d'ur boblañs a un oad hag a un rev dezho parenn riskl ebet. — riskl keñverel (Gl. risque relatif, Sz. relative risk). Prizadur ar riskl dre geñveriañ gant an kez poblañs. Kevaraezañ a ra kavout ar c'houziviaded dezho ur riskl muiaet en un teskad savelet. — dazhaenadur ar riskl (Gl. stratification du risque, Sz. risk stratification). Dasparzhañ e lies stroll ar c'houziviaded o kemer perzh en un teskad, hervez pouez parennoù grevusted hag elfennoù erdebiñ o anaezioù.