Preder

Geriadur ar vezekniezh

rinçage pyélocaliciel : épreuve du ∼wash outprouad g. ar riñsañ lestrkalirel

Prouad embreget e-kerz un troazhluniñ engwazhiennel, pa vez reol al lestrlunad, evit erglask ur stenoz bezus eus un dalmerenn lounezh, kiriek d'un uswask talmerel. Dewerc'het e vez dre zevoudañ un troazhusvorc'h trumm ha puilh diwar-bouez an ensinkladur engwazhiennel, d'ar pemzekvet munud eus an troazhluniñ, pe eus 30 g urea dileizhet e 200-400 mL dileizhad kengrennek sall, pe eus un troazhusvorc'her kreñv (furosemid). Mar bez bonan an div lounezh ez eo an div skeudenn a 'l lestr engwelc'het en ur ser ha steuziañ a reont, war ar skinlunioù lerc'h-ouzh-lerc'h, a-benn 8-12 min. Mar bez ur stenoz eus un dalmerenn lounezh en ervez da zireizhañ arc'hwelioù al lounezh (dre leiadur ar silañ bloueigel ha muiadur an dassugañ dour hag Na), skinlunad lestr al lounezh a drebad en tu-se, tra ma 'z eo steuziet en tu bonan.

Kent War-lerc'h