Preder

Geriadur ar vezekniezh

ribonucléique : acide ∼ (ARN)ribonucleic acid, RNAtrenkenn b. ribonukleek (RNA)

Keurvolekul polimer, dezhañ un arrevell troellennek hep mui a luniad leteñvel gant unan eus an daou arrevell oc'h amparañ an drenkenn dezoksiribonukleek (DNA). Ar c'hemm etre RNA ha DNA zo amsavadur ur sukr, an dezoksiriboz, gant unan all, ar riboz hag ur vazenn birimidek, an timin, gant unan all, an urakil. Kevaraezañ a ra enaoz protein ar c'helligoù hervez ar goulev enskrivet war an hilvoneg. — 1° An RNA kannad (mRNA) zo enaozet e kraoñell ar gellig dre berzh un enzim (RNA-polimeraz), diwar batrom unan eus an arrevelloù a 'r molekul DNA : en un doare bennak ez eo eilad an arrevell-se (an treuzskrivadur). Da c'houde (al lankad treuzodiñ) ez a an mRNA er-maez eus ar graoñell evit mont da dreuzkas d'ar ribozom stlennad an hilvoneg kemeret war an arrevell DNA ha bennozh d'ar stlennad-se e vo diuzet ha trevnet an amindrenkennoù liesseurt a amparo ar molekul protein. Bennozh d'ar ribozom, an kez amindrenkennoù degaset gant an RNA treuzdoug (tRNA) zo lenet ouzh ar molekul RNA kannad (mRNA) e par e godonoù ketep. Ur wech echu arrevell an amindrenkennoù, a ampar ar molekul protein, ez emzistag eus an RNA kannad, eus ar ribozom hag eus an RNA treuzdoug. Goude bezañ talvezet da bleuskenn ez eo dispennet an RNA kannad hag adarveret e vo an elfennoù anezhañ evit enaozañ molekul all heñvel, amkanet da dreuzkas en-dro ar c'hemennad hilel eus ar c'hromozomoù d'ar ribozomoù. — 2° An RNA treuzdoug zo kefridiet da naouaat ha da zegerc'hañ, dre unan eus e bennoù, un amindrenkenn en deus ul lenidigezh spesadek outi ha d'he zreuzkas d'ar gemplezh ribozom-RNA kannad, ma len outi diwar-bouez ar penn all, e par ar c'hodonoù keñverek, o kevaraezañ evel-se savidigezh ar molekul protein. — 3° An NRA ribozomek (rRNA) zo ur gedrann vonel eus ar ribozom ma len ar protein.

Kent War-lerc'h