Preder

Geriadur ar vezekniezh

rhumatisme neurotrophique du membre supérieurhand-shoulder syndromeazoniad g. dorn-skoaz ; remm nervdeñvel an ezel krec'h

Azoniad o naouiñ dre reutadur laurus ar c'henvelloù eus unan pe, dibaotoc'h, eus an div vrec'h (an dorn hag ar skoaz pergen), gant dirazekadur an eskern hag un neuz gouliñvek, ha goude isteñvek ha sonnet, eus an dorn. Azoù e vez an dedro. Delanket e c'hell bezañ gant un daraez leiek, ur wezhiadenn surjianel bennak, bruskanaezioù 'zo (kevenkez kurunerel hag angwazhiad ar c'haher kalon pergen) pe nervanaezioù, un artroz eus melloù ar gouzoug, al lies anaez-se o tarallañ, dre ar forzh damougel, nervaouadur simpatek ar vrec'h. Darvezout a ra ivez a-wechoù war-lerc'h mezegadurioù 'zo (bevastalerioù eneptorzhellek, fenobarbital, iod skinoberiek marteze) hag emledañ neuze d'an izili traoñ.

Kent War-lerc'h