Preder

Geriadur ar vezekniezh

rhinolalierhinolaliafrivouezh g.

Strafuilh ar mouezhparañ devoudet gant daskemmoù dassonerezh ar c'havennoù fri. — 1° f. digor. Daskemm ar vouezh diwar heforzhded ar c'havennoù fri (Seizi, treloezadur ar stavn askornek pe gouel ar stavn, h.a.) : ar mouezhiennoù genaouel zo dezho un hangren friel. — 2°. f. serr. Daskemm ar vouezh devoudet gant steuzidigezh heforzhded ar c'havennoù fri ; mard emañ sezet ar skoilh a-ziadreñv, ne c'hell ket mui ar c'hlañvour ec'hodiñ ar mouezhiennoù friel ; e gwir e komz dre ar genoù ( genaouvouezh) ; mard emañ sezet ar skoilh er parzh araok ar c'havennoù fri, ez eus reñverioù dasson monklus (mouezh Polikinello).

Kent War-lerc'h