Loezadur ar gigenn rizennek. Devoudet e c'hell bezañ gant ur poread pe ur pistriad a-ser gant argrezadoù laurus an tolzennoù kaherel, gant troazhvioglobinegezh ha gant ur muiadur eus gwadvec'h an enzimoù kaherel (Kreatin-fosfokinaz, aldolaz, laktikodezhidrogenaz). Stadet e vez e-doug kleñvedoù enzimatek 'zo.