Preder

Geriadur ar vezekniezh

Retroviridæ ou RétroviridésRetroviridaeRetrovirideged l. (g.)

Kerentiad bras a viruzoù gant RNA undigorvell, dezho 100 nm a dreuzkiz, ur c'hapsid a gemparzhegezh diñsek, hag araezus da dreuzskrivañ o genom RNA e DNA, bennozh d'o zranskriptaz gindro. En araez emañ neuze ar retrovirideg da enteiñ e genom DNA ar c'helligoù ma kav bod, da c'hougevaniñ outañ ha da vezañ treuzkaset a-ser gant ar genom-se. Revout a ra neuze ar retroviruz e rezh div furm : — 1° rez, elfenn hilel gant RNA heloc'h a c'hell tremen eus ur gellig d'unan all ; — 2° gougevan ouzh genom ar gellig diwar-bouez e dreuzskrivadur e DNA : furm rekis da neriñ. Ar R. zo ar viruzoù hanweiat kiriek da leukemiezhoù ha da gankroù al loened (sarkom Rous, da skouer) ha marteze an den (azoniad an hangaezivig arzeuat pe haza) (sl. Retrovirus-HTLV, Spumavirus, Lentivirus).

Kent War-lerc'h