Organ ar gweled, bennozh d'ar c'helligoù luc'heraezus (hinkinoù ha kegelioù). Eus an teir sae a 'l lagad ez eo an hini diabarshañ, loet etre an dolgennsae hag ar c'horf gwerek. Amparet eo blein adreñv al luc'hsae gant ar vrizhenn dezhi arvez ur bokenn arvelen, ma emañ ar gizidigezh en he gwellañ, en he c'hreiz ur pukad, ar rioul kreiz (Gl. fovea centralis). Al luc'hsae zo ur gennenn voull dezhi 0,2 mm tevder, amparet gant kelligoù nervel ha neurogliel. C'hoarvezout a ra eus dek haen, eleze, eus an diabarzh d'an diavaez : al lienenn vevennus diabarzh, haen ar gwiennoù gweled, haen ar c'helligoù kangrennel, an haen blezhadek diabarzh, an haen graoñellek (greunek) diabarzh (amparet gant kraoñelloù ar c'helligoù daouvlein), an haen blezhadek diavaez, an haen graoñellek diavaez, al lienenn vevennus diavaez, haen an hinkinoù hag ar c'hegelioù, hag an epitelienn livegat. Ereet eo an haenoù-se dre wiennoù kenglenel (gwiennoù Müller), ar bleñchoù anezho oc'h amparañ al lienennoù bevennus.