Seurtad retikuloz ar vagadell naouus dre gevreted anafoù kroc'hen trouskennek ha purpurek hag erzerc'hadoù skevent : trec'hwezh ha dulaz gant, war ar skinlunioù, skeudennoù rouedek pe nozelanek a-strew ha gloevennoù emfizem. Dedreiñ a ra etrezek ar marv dindan un nebeut mizioù. Bez' ez eo ur seurtad a gleñved Abt-Letterer-Siwe.