Kleñved an oadour yaouank o naouiñ dre ul liesarzfo muturnius gant muiegezh e par ar bizied, nozelennoù kroc'henel ha glaourgennel, lec'hiet a-wechoù e par ar skevent, ar c'hrezoù, ar poullkreiz hag ivez dre un tizhadur eus ar stad hollek gant terzhienn, c'hwarrennoù pe gaherfo. Ensilet e vez an anafoù gant histiokit enno vakuolennoù lipid ha keurgelligoù a-wechoù. Rummet eo ar c'hleñved-se e-touez ar retikuloendoteliozoù usvec'h.