Preder

Geriadur ar vezekniezh

réticulo-endothélial : système ∼ (SRE)Reticulo Endothelial System (RES)reizhiad b. retikuloendotelel (RRE)

Heñvelster gant reizhiad retikulohistiokitel (RRH) (Gl. système réticulo-histiocytaire (SRH)). Hervez meizadur (dispredet) Aschoff, teskad kelligoù a orin mezenkimatus dasparzhet er gwiadoù daskenek, araezus da euvriñ ar rannigoù sonnel (fagokitoz) ha da gadaviñ al livuzennoù kembevus (karmin litinet, glaz tripan) : kelligoù a un natur an holl anezho, en araez d'emdreuzfurmiñ an eil re er re all ha da c'henel an darn vrasañ eus kelligoù ar gwad (bongelligoù), ar monokit pergen. Hiziv e tigemmer : — 1° reizhiad ar fagokit mononuklear evodet eus ar monokit (ganet e mel an eskern) ; amparet eo gant makrofag pe histiokit, fest, bezant er gwiad kenglenel, e funelloù (ha godoù 'zo zoken) eus ar felc'h, er mel eskern hag er gwerblennoù, el logigoù skevent hag e kelligoù Kupffer a 'n avu ; — 2° reizhiad ar c'helligoù gouskor, kevarall diouzh ar re gent (ar c'heñverioù etrezo zo anavezet fall) : kelligoù rouedek, kelligoù endotelel an naoz wazhiedel ha fibroblast ; bihan eo o ferzh fagokitañ.
Bonel eo dasperzhiadur an RRE er c'harzhañ. Ar makrofag, dre euvriñ (fagokitañ) kement rannig estren a zo war al lec'h (bakteri, arvevaded, drailhennoù kelligoù, aozadoù anvev), a gemer perzh en un doare anspesadel e difenn ar bevedeg ; keveliñ a reont ivez en enaoz rannoù 'zo a 'r glokaenn, al lizozim, an interferon hag an antikorfoù (sl. phagocyte, macrophage hag histiokit).

Kent War-lerc'h