Preder

Geriadur ar vezekniezh

réticulé : système ∼ ou réticulée : formation ∼ ou substance ∼formatio reticularisreizhiad b. rouedek

Teskad nervgelligoù stalet e rouedad stank a-hed ar c'hef empenn, eus rannbarzh an hirvel izel d'ar gouzerc'hvel a-gostez hag a-dreñv. Pouezus kenan eo an dasperzhiadur anezhi er c'henurzhiañ hag er c'hendodiñ, dre reoliñ an oberiezhoù empenn-livenn (a-getep dre ar reizhiad a-sevel blivaer ha dre ar reizhiad a-ziskenn heuder ha herouezer), dre arouleviañ an tant diaboz hag an defroù, dre zegemer ha dre gevanekaat an holl santadoù a zegouezh en empenn ha dre zelanvadiñ an arc'hwelioù struzhel.

Kent War-lerc'h