Preder

Geriadur ar vezekniezh

résonance magnétique nucléaire (RMN)Nuclear Magnetic Resonance, NMRdasson g. gwarellel derc'hanel

Hentenn fizikel o kevarezañ studiañ luniadoù molekulel 'zo (Bloch ha Purcell, 1946). C'hoarvezout a ra a glask an talm a laka da zasseniñ derc'hanoù unrezh (proton, da skouer) bezant er molekul ha dezho ur gwarellankad. Ar rannigoù oc'h amparañ an derc'hanoù zo dezho ur spin — emaint o c'hweldreiñ — ha setu perak ez eus da bep hini anezho ul lankad gwarellel. Ma n'eo ket sammad an holl lankadoù par da vann ez eus neuze ur gwarellankad d'an derc'han ivez. En degouezh-se e c'haller arnodiñ an dasson gwarellel. Evit se e staler an danvezenn da zielfennañ en ur gwarellvaez arstalek kreñv. An derc'hanoù dezho ul lankad gwarellel a steud pe diouzh tu ar gwarellvaez, pe diouzh an tu gin. An kez gwarellvaez a savel enta div boblañs derc'hanoù. Lakaat an derc'hanoù da zasseniñ zo neuze kement hag o lakaat da dremen eus ur boblañs d'eben. Hag en amboaz-se emañ ret pourchas dezho ur c'hementad gremm savelet resis, pezh a sevener dre argridañ an danvez gant ur gwarellvaez ouzhpenn, pebeilat ar wech-mañ, dezhañ un talm azas. Saveladur an talm-se n'eo deurus nemet pa 'z eo strafuilhet gant div anadenn a-zalc'h ouzh al luniadur molekulel :
 1° Dilec'hiadurioù an douesterioù elektron en dro d'an derc'han ereet ouzh an endro kimiek (bezañs strolloù bleinek er molekul),
 2° ar c'houbladurioù gant derc'hanoù unrezh nes (a ziforc'heka, da skouer, dasson ar proton e – CH 2  – hag e – CH 3 ).
Bezout ul lankad gwarellel derc'hanel n'eo ket ur perzh gant un elfenn gimiek (hidrogen, karbon, fosfor), hogen gant izotopoù 'zo anezho ( 1 H, 13 C, 35 P). Dibaot eo an elfennoù-se, ha dibaotoc'h c'hoazh ar re a ro arhentoù kreñv ( 1 H pe proton, 19 F). Ar re-se hepken a c'hell kaout dedalvezadurioù er vezekniezh (skeudennerezh dre zasson gwarellel). Evit ar re-se e kevreder dasson gwarellel derc'hanel proton an dour bezant er gwiadoù bev, gant ar c'hwilerviñ, an erluniñ hag ar c'heweriañ skeudennoù gant an urzhiataer. An disoc'hoù gounezet, war an empenn pergen, a c'hell bezañ resisoc'h eget ar skeudennoù bet gant ar skinerluniñ. Hogen, e gin an hentenn diwezhañ-se, pourchas a ra an DGD ur skeudenn neuziadurel ha kimiek war un dro (sl. imagerie médicale).

Kent War-lerc'h