Nerzh oc'h enebiñ ouzh diver lanv ar gwad er gwazhied. Jedet e vez diwar gwerzhadoù ar gwaskoù er gwazhied ha kas ar galon. Emañ harzded amred an talmerennoù trobarzh etre 1 000 ha 1 500 unanenn Wiggers ; hini amred talmerel ar skevent ( pe harzded talmerel skeventel ) a sav da 350 unanenn evit an harzded skeventel hollel (evit an amred bihan pe amred skeventel ) ha da 100 unanenn evit harzded skeventel an talmerennigoù (er gennad talmerennigel rakkorrwazhiedel). An unanenn Wood a glot ouzh un diforc'h gwask 1 mmHg evit ur c'has 1 mL/s ha kevatal eo da 80 unanenn Wiggers.