Preder

Geriadur ar vezekniezh

résistance bactérienne aux antibiotiques ◊ ◊ harzusted ar bakteri ouzh ar bevastalerioù, bevastalharzusted bakteriel

Perzh ar bakteri da badout ouzh ar bevastalerioù, a c'hell bezañ enganet (pe naturel) pe arzeuat diwar hirziastok. En degouezh diwezhañ-se e tisoc'h eus daskemm trumm, a-zarvoud, un hanrann gromozom bakteriel (dargenañ). An dargened harzus diwanet evel-se a yelo war neriñ, tra ma steuzio ar bakteri kizidik ouzh ar bevastalerioù dindan wered ar mezegadur (diuzadur). Kel zo eus harzusted kromozomel : daskemmet eo ar vukenn a veze tizhet betek henn gant ar bevastaler. — Un eil doare harzusted, paotoc'h hiziv an deiz (70 % eus an degouezhioù), a vez graet harzusted plasmidel pe harzusted treuzkasadus (Ochiai hag Akika, 1960) anezhañ, pa vez treuzkaset eus ur bakteri d'unan all an harzusted ouzh ar bevastalerioù gant plasmidoù 'zo, plamidoù an harzusted. — Un trede gwikefre zo : leiadur hedreuzded ar bakteri ouzh ar bevastalerioù. (sl. plasmide, facteur R).

Kent War-lerc'h