Preder

Geriadur ar vezekniezh

réserve alcaline (RA)alkali reservekadavad g. alkali

Dindan an anvad-se e lakaer ar c'hediadoù kimiek (Bikarbonatoù ha kediadoù gwan all a 'r drenkenn garbonek : sl. danvezennoù skurzer) bezant er gwad hag en araez, dre zilaoskiñ hag ezvevennañ CO 2 , da skoilhañ ouzh aloubidigezh ar bevedeg gant un drenkenn greñv. Er pleustr e vuzulier an alkaliegezh c'halloudel-se dre arglask bec'h ar bikarbonat er plasma, dewerzhet dre ar c'hementad CO 2 dilaoskadus gant un ec'honad plasma anavezet, dindan delanvad un drenkenn greñv. Ar peurliesañ e ro 100 ec'honenn wad 50-60 ec'honenn CO 2 . Dewerzhet en ion bikarbonat, emañ ar c'hadavad alkali reol etre 25 ha 27 milikevatal dre litr plasma (mEq/L pe mmol.L -1 ).

Kent War-lerc'h