Gwreskanv diwar Sz. respiratory enteric orphan virus, heñvelster Orthoreovirus, viruz ECHO 10, genad viruzoù enterek hag analadel gant RNA, eus kerentiad ar Reovirideged, goubaret diouzh stroll ar viruzoù ECHO ; emañ ivez en araez da zevoudañ empennfoioù hag empennmelfoioù. Emañ treuzkiz ar reoviruz er gavael 75-80 nm ha dezhañ ur c'hapsid a gemparzhegezh diñsek, gant 92 gapsomer.