Perzh un organ pe ur yoc'henn o herzel ouzh gwask ar bizied en ur chom dastennek ha hep ma santfed bezañs un hogennad liñvel. An daou geal “harzus” ha “dastennek” a gaver dec'heriet gant Br. gwevn — a arverer alies evel ur c'henster da “dastennek”, hep derc'hel kont eus ar c'heal all “o herzel ouzh an distummañ”.