Anvet ivez seizi gwriziennel krenn plezhad ar vrec'h (Gl. paralysie radiculaire moyenne du plexus brachial) : seizi devoudet gant tizhadur ar c'hef krenn (7vet gwrizienn c'houzoug). Naouiñ a ra dre ur gouseizi eus ar gigenn drifennek hag ur seizi gwak eus kigennoù all ar stroll Remak, gant steuz damoug ar gigenn drifennek, isteñv kaherel, strafuilhoù an erwezhioù tredanel hag a-wechoù un iseraez riblennek e-kreiz talbenn kein an arvrec'h hag an dorn.