Preder

Geriadur ar vezekniezh

relaxationrelaxation1 delaoskiñ 2 delaoskiñ, arlaoskiñ 3 darlaoskiñ, istantañ 4 arhezañ

1 Distenn korfel ha bredel. 2 Laoskaat, andiarvenn alies, tant ur gigenn, ur gaherwienn — arlaoskiñ ar c'hofigoù (Gl. relaxation des ventricules), lankad ar c'hor kofigel o kregiñ gant renn ar gwask kofigel e-kerz an diflistr ha goude o kenderc'hel (etre serridigezh an trapigoù kornloarek ha digoridigezh an trapigoù kentez-kofig) gant an arlaoskiñ keitvent, heuliet gant leuniadur herrek ar c'hofigoù. An daou lankad-se zo parzhioù eus an diastol, a gendalc'h gant lankad leuniadur gorrek ar c'hofigoù hag a echu gant ar sistol kentez. 3 Leiaat tant ur gigenn war-bouez gwezherioù 4 Distro ur reizhiad d'ar c'hempouez war-lerc'h ur strafuilh, un argrid o tont eus an diavaez. Kement-se a bad e-doug un amzer bennak, an arhezvezh. Er skeudennerezh dre zasson gwarellel derc'hanel (SDG) e lakaer kemm etre daou lankad evit arhezadur ar proton, T1 ha T2, arventennoù gwiadel anezho. T1 pe arhezvezh spin-rouedad (pe arhezvezh diahed) a zewerzh adkemeridigezh gremm ar proton argridet gant an endro gwiadel (ar “rouedad”). T2 pe arhezvezh spin-spin (pe arhezvezh diadreuz) a zewerzh an etrewered etre proton argridet kefin. Hervez an natur anezho, ar gwiadoù (da skouer : paoted an dour pe an druz enno) a roy un isarhent (du) pe un usarhent (gwenn) a vez unrezh pe allrezh hervez daspouezadur ar skeudenn e T1 pe T2, ar modoù SDG-se o kevaraezañ hennaderezh anafoù diseurt hervez teir flaenenn an egor.

Kent War-lerc'h