Argerzh hangaeel a zo e devoud erwezhioù difenn bevedeg ur roadour ouzh un imboudenn pe un organ pe ur gwiad treuzplantet unspesadien, eleze o tont eus un hinienn a unspesad hogen a c'henezh antigenel kevarall. E seurt erwezh “ostiz ouzh imboudenn” ez eo antigenoù gwiadel an imboudenn (re ar reizhiad HLA pergen) a vez naouaet evel estren gant kelligoù hangaec'hougonek an ostiz : limfokit T pergen hag ivez limfokit B. Ar re gentañ, dre gelligpistriañ (roll pouezusañ an erwezhioù hangae kelligel) hag an eil re, dre o antikorfoù (Antikorfoù imboud), a zispenno an imboudenn. An kez dispenn, oc'h erzerc'hañ da gentañ dre ul leiadur eus perzh arc'hwelel an imboudenn, a zarvez ar peurliesañ e-doug an div sizhunvezh da heul an imboudañ, a-wechoù diwezhatoc'h, ha zoken gwezh a vez muioc'h eget 2 vloaz goude. Seurt barrad distaol a vez en araez da argizañ dindan delanvad ar mezegadur hangaeastaliñ pe da drebadout (sl. histocompatibilité, antigènes tissulaires, système HLA, hypersensibilité différée ou retardée, lymphocytes K).