Marvennad heskwadien hollad an elfennoù kelligel eus pluskenn al lounezh (Bloueigoù, epitelienn ar pibelloù nezek pergen, talmerennigoù). Darvezout a ra ar peurliesañ da heul darvoudoù amiegel (Gwatoñv drektorzhienn), dibaotoc'h e-doug ur poreadur, ur pistriadur, un daraez, ur bleuz, un dourisvec'h muiek. Deraouiñ a ra dre un damantroazh trumm e raokadur alies, gant ur c'hoempad hag a-wechoù gant ur gwadloezañ rust. Grevus kenan eo an dedro emdarzh, marvus afo en un daolenn antroazh dieiltro pe daoust da adkrog an troazhvorc'h ; a-wechoù, neoazh, e teu ar pare, gant ur skorted lounezh dilerc'hiat bras avat.