1 Barregezh gant ur c'hellid, e deroù e ziorreadur, da furmiñ un pe lies bevedeg klok ha hedrevn, goude ma 'z eo bet muturniet (an diwan eus gevelled unviel zo disoc'h d'un arouleviañ). 2 Dre astenn ster : furmidigezh un organ klok diwar an eginenn anezhañ bet muturniet. 3 Hollad an erwezhioù bevedel a-berzh ur gellig, ur gwiad, ur bevedeg pe ur reizhiad a denn da herzel ouzh heuliadoù an daskemmoù trumm o c'hoarvezout er metoù bevañ. Emañ an arouleviañ ampleget gant emazasausted ar bevedegoù.