Preder

Geriadur ar vezekniezh

Refsum ou Refsum-Thébault : maladie de ∼Refsum's diseaesekleñved g. Refsum

Kleñved hêrezhel dibaot treuzkaset er mod enkilek aotozomek, oc'h anadiñ er bugelvezh pe er c'hrennoadvezh. Naouiñ a ra ent klinikel dre gevreted ul liesnervennfo pellek gant kaheristeñv, un dic'henezhadur livegennek eus al luc'hsae gant bouc'hwel issked, un enkaat kengreiz a 'r gwelvaez, isteñv ar vegenn weledel, digevrediñ albumin-kelligoù al liñvenn benn-kein hag un ankedre ilpennel gant strafuilhoù an eraeziñ endonel ; a-wechoù e kaver ouzhpenn un isklev, un dalpennviwe, un iktioz hag ur c'halongaherad. Gorrek ha direoliek eo an dedro. An anaf neuziadurel pennañ zo un nervennfo usteñvel. Emañ ar c'hleñved a-zalc'h gant un direizh eus kennevid al lipid a orin peroksizomel : miec'haoz ar fitol hag an drenkenn fitanek gant ar yoc'hadur anezhi er gwad. Bez' ez eo ul lipoidoz (sl. lipoïdose ; neuropathie métabolique).

Kent War-lerc'h