A) Er ster strizh : gwezhiañ ma klask drezañ ar gouzrec'h argas hag arzerc'hel en diemouez derc'hadoù (Dezevoù, skeudennoù, eñvorioù) stag ouzh ul luzad. C'hoarvezout a ra pa ve gwalc'hidigezh ul luzad — ha hi danvez bliz drezi he unan — en arvar da zevoudañ divliz e-keñver darvennoù all.
Anat eo gwered an arvoustrañ en darfell, hogen bras eo ivez ar roll c'hoariet gantañ er bredanaezioù all hag er vredelezh reol. Ober a c'haller anezhañ un argerzh bred hollveziadel e kement m'emañ en orin amparadur an diemouez evel domani disrann diouzh ar peb-all eus ar bred.
B) En ur ster dispisoc'h : a-wechoù e vez kemeret gant Freud an termen Verdrängung en ur ster nes da hini “difenn”, diouzh un tu e kement m'en em gav an arvoustrañ er ster A evel ul lankad da nebeutañ e-barzh argerzhioù difenn kemplezh (anvad ar parzh o talvezout evit an hollad), diouzh an tu all e kement ma arver Freud patrom arlakadel an arvoustrañ evel pimpatrom an difennoù all ().