Preder

Geriadur ar vezekniezh

réflexe oculocardiaqueoculocardiac reflexdamoug lagad-kalon

Gorrekadur ar poulz gant leiadur ar gwask talmerel dec'hanet dre amwaskañ ar boulloù lagad. Reñverek e c'hell bezañ an damoug-se, eleze e tigresk niver ar poulzadennoù eus 20 ha muioc'h zoken (degouezhioù 'zo a bennsac'h bourbellus, a stadoù vagotonek), e-lec'h eus 4 da 12 dre vunud ; eilpennet e c'hell bezañ, e gerioù all : ar poulzadennoù a zeu da vezañ herrekoc'h eget a-gent e-pad amwaskadur an daoulagad (stadoù usreek simpatek, degouezhioù bec'hiegi vonan da welout).

Kent War-lerc'h